Concordia eo anv doueez henroman ar c'hengompren, an emglev en tiegezhioù, etre ar priedoù. A-wechoù ne ouzer ket ober ar c'hemm etre hi hag he c'hoar, ar Peoc'h.
Er Forum Romanum edo an templ koshañ savet dezhi ; savet e voe e 367 kent JK gant Marcus Furius Camillus. Alies en em vode Sened Roma ennañ.